Deiziad krouiñ | 21 Kzu 1949 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Международная Ленинская премия «За укрепление мира между народами» |
Anvet diwar | Vladimir Lenin |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Deroet gant | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Erlec'hiañ a ra | International Stalin Prize for Peace |
Deiziad kregiñ | 1950 |
Deiziad echuiñ | 1990 |
Priz etrebroadel Stalin pe Priz etreboadel Stalin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù », bet adanvet Priz etrebroadel Lenin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù » (rusianeg: Международная Ленинская премия «За укрепление мира между народами ») e 1956 da heul distalinikadur an Unvaniezh Soviedel, a oa ur priz soviedel kevatal d'ar Priz Nobel.
Krouet e oa bet ar priz d'ar 21 a viz Kerzu 1949 gant an anv kentañ "Priz etreboadel Stalin « Evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù »" en enor 70vet deiz-ha-bloaz Jozef Stalin.
Anvet e veze ur c'huzul gant gouarnamant an Unaniezh Soviedel gantañ da gefridi divizout da biv e oa da vezañ roet ar priz a-drugarez d'o strivoù evit "kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù".
Disheñvel e oa ar priz diouzh ar Priz Nobel dre ma veze roet peurliesañ da veur a hini bep bloaz kentoc'h evit d'un den nemetken.
Goude ma savas groñs Nikita Khrushchev a-enep Stalin ha d'ar politikerezh bet kaset en-dro gantañ da geñver 20ved Emvod-Meur Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel bet dalc'het e 1956, e oa bet divizet kemmañ anv ar priz-se, adanvet neuze Priz etrebroadel Lenin evit kreñvaat ar peoc'h etre ar pobloù ha goulennet e oa bet ouzh an holl dud bet roet ar priz kent dezhe e resteurel evit ma c'hellfe bezañ roet dezhe ar priz gantañ an anv nevez-se.
D'an 11 a viz Kerzu 1989 e oa bet divizet anenvel ar priz adarre, dezhañ an titl nevez "Priz etrebroadel Lenin ar Peoc'h" (ruseg: международная Ленинская премия мира), ha chom a rejod a-sav da reiñ ar priz-se daou vloaz war-lerc'h e 1991.